Aisne (Oise)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Aisne zo ur stêr eus hanternoz Bro-C'hall, adstêr d'an Oise, hag he deus roet hec'h anv d'un departamant gall, an Aisne.

He red[kemmañ]

En Argonne, e Sommaisne, tostik d'ar vevenn etre departamantoù ar Meuse hag ar Marne, emañ hec'h eienenn. E Compiègne, emañ he c'hember gant ar stêr Oise, e departamant an Oise.

Kêrioù ha departamantoù treuzet[kemmañ]

  • Meuse (55)
  • Marne (51) : Sainte-Menehould
  • Ardennes (08) : Vouziers, Attigny, Rethel , Château-Porcien, Asfeld
  • Aisne (02) : Neufchâtel-sur-Aisne, Vailly-sur-Aisne, Soissons, Vic-sur-Aisne
  • Oise (60) : Attichy, Compiègne

Hec'h adstêrioù[kemmañ]

Bageal a c'haller warni, kalzik a skluzioù zo.

Un anv all[kemmañ]

Ur stêr vihan e departamant ar Mayenne zo anvet Aisne ivez.