Aimée du Buc de Rivéry

Eus Wikipedia
Aimée du Buc de Rivéry.

Aimée du Buc de Rivéry (ganet d'an 19 a viz Kerzu 1776, marvet e 1817[1]) a oa ur bennhêrez c'hall, keniterv da Joséphine de Beauharnais, impalaerez ar C'hallaoued.

Da 31 vloaz ez eas da goll war vor. Hervez ur vojenn e vije bet prizoniet gant morlaeron Barbaria, gwerzhet da vout serc'h en un harem, ha hi e vije Naksh-i-Dil Haseki, ar Valide Sultan eus an impalaeriezh otoman, goude ma n'eus tamm prouenn ebet a gement-se.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Martinik, ha merc'h e oa da berc'henned pinvidik. Kaset e oa bet d'ur gouent da Vro-C'hall da vout skoliet, hag o tistreiñ d'ar gêr e oa e Gouhere pe Eost 1788 pa 'z eas al lestr da goll hep lezel roud ebet.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]