Agrippina an Henañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Meur a Agrippina zo, sellit ouzh Agrippina.
Delwenn da Agrippina an Henañ (Museo Arqueológico Nacional de España).

Agrippina an Henañ, pe Agrippina maior, pe Julia Vipsania Agrippina (14 kent JK - 33), a oa ur briñsez roman eus an Henamzer, merc'h da Julia, merc'h d'an impalaer Augustus, ha merc'h-vihan d'an impalaer ha da Agrippa. Lezc'hoar, lezverc'h, ha merc'h-kaer d'an impalaer Tiberius e oa ivez.

Dimezet e oa d'ar jeneral roman Germanicus. Gant he fried ez eas da chom e-touez e soudarded en Germania inferior, gant he mab Caligula, a voe Impalaer roman, hag eno e c'hanas he merc'h Agrippina ar Yaouankañ, en 15 pe 16.