Agnes Obel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Agnes Obel
e Brusel, 22 a viz Du 2011
Luc'h. : Filip Van Lerberge

Agnes Obel, ganet Agnes Caroline Thaarup Obel d'an 28 a viz Here 1980 e Gentofte, (Kopenhagen, Danmark), zo ur sonerez, sonaozerez ha kanerez danat a gan e saozneg.

D'ar 4 a viz Here 2010 e teuas he fladenn gentañ, Philharmonics, war-wel e Danmark, Norvegia, Alamagn Bro-C'hall hag en Izelvroioù. E Danmark ez eo chomet niv. 1 e-pad meur a sizhunvezh diouzh renk e 2011, ha pemp pladenn blatin doubl he deus bet, evit tremen 100 000 skouerenn bet gwerzhet. E-touez an 10 pladenn wellañ e voe e Wallonia[1], e Bro-C'hall hag an Izelvroioù. E Danmark e voe Philharmonics an trede pladenn muiañ-gwerzhet e 2011.[2]
D'an 30 a viz Gwengolo 2013 e voe embannet eil pladenn Agnes Obel, Aventine.

Kregiñ gant ar vuhez[kemmañ]

Divoutin eo an endro ma kreskas Agnes Obel hag he breur yaouankañ Holger, en un tiegezh sonerion : he zad, a oa bet ur soner gitar a-vicher, a save un dastumad binvioù-seniñ hag he mamm, ur wiraourez, a sone oberennoù Béla Bartók ha Frédéric Chopin war ar piano.[3] Pa oa pevar bloaz hepken, ha peogwir e oa denennet, e krogas Agnes Obel da zeskiñ seniñ ar piano d'he zro.

Ma c'helenner war ar piano a lavare din e oa arabat seniñ ar pezh na blije ket din. Neuze e oa trawalc'h din seniñ ar pezh a blije din. Ne voen morse rediet da seniñ tra pe dra arall. Biskoazh n'on bet en ur Skol sonerezh klasel. — Agnes Obel[4]

A-hed he yaouankiz e voe Agnes Obel dedennet gant labour ar pianoour svedat Jan Johansson (1931-1968), a lakae liv ar jazz war donioù hengounel europat.[5]
E 1987, d'an oad a seizh vloaz neuze, e voe Agnes Obel o kanañ hag o seniñ ar gitar boud en ur strollad rock 'n' roll anvet Sohio[3][6] War al leurenn e voe ar strollad, hag un nebeud kanaouennoù a voe enrollet.[7]

E 1995, ha hi pemzek vloaz, e voe gwelet Agnes Obel en ur berrfilm, Drengen der gik baglæns, "Ar paotr a gerzhe war-gil", gant Thomas Vinterberg (1995).[8]

He fredad skol eil derez a reas en ur skol nann-Stadel, ma c'hallas labourat war ar sonerezh, met buan e paouezas da heuliañ ar c'hentelioù[9] ; diwezhatoc'h e reas studioù evit kenderc'hañ sonerezh, ha studioù ijinouriezh ar son.

E 2004 en em gavas e Berlin, ma tivizas kenderchel gant red he buhez ha m'emañ o chom bepred hiziv.

E 2009 e postas un enrolladenn eus ar ganaouenn Just So war al lec'hienn MySpace. Sachet e voe evezh ar gompagnunezh alaman Deutsche Telekom, a implijas ar gananouenn evit unan eus he bommoù bruderezh ; goude an taol-kaer-se e voe aesoc'h da Agnes Obel kavout un ti-embann evit he fladenn gentañ.[10]

He fladennoù[kemmañ]

Philharmonics, 2010, PIAS Recordings • ASIN : B00470HPJI
Titl Pad

1 • Falling, Catching 01:33
2 • Riverside 03:48
3 • Brother Sparrow 03:58
4 • Just So 03:35
5 • Beast 03:50
6 • Louretta 02:06
7 • Avenue 04:07
8 • Philharmonics 03:33
9 • Close Watch 04:00
10 • Wallflower 02:26
11 • Over the Hill 02:48
12. • On Powdered Ground 04:07
Aventine, 2013, PIAS Recordings • ASIN : B00E6OQL68
Titl Pad

1 • Chord Left 02:30
2 • Fuel to Fire 05:29
3 • Dorian 04:48
4 • Aventine 04:08
5 • Run Cries the Crawling 04:26
6 • Tokka 01:30
7 • The Curse 05:53
8 • Pass Them By 03:31
9 • Words Are Dead 03:46
10 • Fivefold 01:59
11 • Smoke & Mirrors 02:57

Notennoù[kemmañ]

  1. Ultratop
  2. Hitlisten.NU (da)
  3. 3,0 3,1 Hugo Cassavetti, La soif de spleen d'Agnes Obel, Télérama niv. 3186 (fr)
  4. Stars are underground (fr)
  5. La Voix du Nord, 30/01/2011 (fr)
  6. Lec'hienn Sohio
  7. Le Monde, 09/02/2011 (fr)
  8. IMDB.com (en)
  9. DR.DK (da)
  10. 20 minutes, 22/03/2011 (fr)

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.