Agnès Sorel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Agnès Sorel, gant Jean Fouquet.
Poltred Agnès Sorel, gant Jean Fouquet. An eil poltred anavezet.

Agnès Sorel, ganet e penn kentañ ar XVvet kantved, er bloavezhioù 1420 moarvat, a oa mestrez ar roue gall Charlez VII a Vro-C'hall.

[kemmañ] He yaouankiz

N'eo ket sur an istorourien pelec'h e oa ganet. Darn a lavar e Fromenteau, e Touren, re all e Pikardi, e Coudun, e-tal Compiègne. Ac'haleno e oa he zad, Jean Soreau pe Jean Sorel, aotrou Coudun, hag he mamm, Catherine de Maignelais, itron Verneuil-en-Bourbonnais.

Pevar breur he doa. Charles Sorel, André Sorel, Jean Sorel ha Louis Sorel. Anavezout a reer ivez kerent all: Geoffroy Sorel, a voe eskob, ha Jean de Maignelais, kabiten Creil. Penaos e teuas merc'h Jean Soreau da vout Agnès Sorel ? Ha dimezet e voe da Regnaut de Sorel evel ma lavar Le Vasseur ? E Pikardi eo e voe desket mat. Savet e voe e doare ma c'hallje bezañ dimezell el lez gant Isabelle de Lorraine, rouanez Sikilia ha gwreg ar roue René, roue Naplez. N'eo ket abalamour d'an arc'hant e klaske war-lerc'h ar garg (dek lur he deveze bep bloaz evit he labour): abalamour d'he renk ha d'an erbedadennoù e oa da vezañ evel se.

[kemmañ] El lez

Yaouank ha koant evel ma oa ne voe ket pell ar roue Charlez VII o teurel e c'hoant warni. Ne oa ket istimet kaer ar roue, digened ha dispered, dibeadra ivez, mab d'ur roue foll (Charlez VI) ha da Izabel Bavaria, a veze gwelet evel ur roñflez, marteze abalamour ma n'halle ket ar roue ober war he zro.


[kemmañ] Lennadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all