Aglaia (Fulenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aglaia, unan eus ar C'harited.


Aglaia pe Aglaea, (Ἀγλαΐα e gregach) zo unan eus an Teir Fulenn e mojennoù kozh Hellaz, hag ivez anv meur a vaouez all .

[kemmañ] Kerentiezh

Ar yaouankañ eus ar C'haritezed, pe an Teir Fulenn, eo Aglaea pe Aglaia, pe Pasitea, ha doueez ar Gened e oa-hi. Teir merc'h da Zeus ha d'an Okeanidenn Eurynome e oa an Teir Fulenn-se. Sede anvioù he div c'hoar all

  • Eufrosine, a oa fulenn al levenez
  • Thalia hini an imor vat.[1][2]

Dimezet e oa Aglaia da Hefaistos[3], ha mamm e oa da Eukleia ("brud vat"), Eufeme ("meuliñ "), Euthenia (" buz ") ha Filofrosine (" degemer mat ")[4].

Hec'h anv an hini zo bet roet d'an asteroidenn 47 Aglaja.



[kemmañ] Lennadurezh


[kemmañ] Notennoù

  1. Hesiodos, Theogonia 907
  2. Apollodoros, Biblioteke, 1. 3. 1
  3. Hesiodos, Theogonia 945
  4. Rhapsodiennoù orfek (tammoù)
Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all