Agenor (mab Poseidon)
Eus Wikipedia
Agenor (Ἀγήνωρ / Agếnôr e henc'hresianeg) a oa mab da Boseidon ha da Libia, ha roue kêr Tyr e Fenikia, e mojennoù Hellaz kozh. Breur e oa da Velos, roue Egipt ha da Leleks.
Pried e oa da Delefassa, ha c'hwec'h bugel en doe ganti:
- Kadmos, ar c'hentañ eus o femp mab
- Foiniks,
- Kiliks,
- Thasos
- Fineüs
- ur verc'h Europa, a voe skrapet gant Zeus. Kas a reas e vibien d'he c'hlask, gant urzh da chom hep distreiñ ma n'he c'havent ket. Ne deuas hini anezho en-dro. An holl a ziazezas en Hellaz.
[kemmañ] Pennad kar
Tud all zo bet anvet Agenor.