Afrika ar C'heheder C'hall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Afrika ar C'heheder C'hall.

Afrika ar C'heheder C'hall (galleg: Afrique-Équatoriale française, berraet en AEF) a oa ur gouarnamant hollek hag a vode meur a drevadenn dalc'het gant ar Frañs en Afrika ar C'hreiz. Peder zrevadenn a yae d'hec'h ober: Gabon, Kongo C'hall, Oubangui-Chari ha Tchad. E Brazzaville e oa ar pennlec'h. Padout a reas eus 1910 betek 1958.