Afonso Henrique de Bragança

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An infant Afonso, Dug Porto.

Afonso Henrique de Bragança pe, hervez e anv klok, Afonso Henrique Maria Luís Pedro de Alcântara Carlos Humberto Amadeu Fernando António Miguel Rafael Gabriel Gonzaga Xavier Francisco de Assis João Augusto Júlio Valfando Inácio de Saxe-Coburgo-Gota e Bragança, ( Ajuda - Lisboa, 31 a viz Gouhere 1865Naplez, 21 a viz C'hwevrer 1920) a voe Dug Porto, Konestabl Portugal (penn an armeoù) ha diwezhañ gouarnour an Indez Portugalat.

E vuhez[kemmañ]

Eil mab ar roue Luís Iañ Portugal hag ar rouanez Maria Pia de Sabóia, priñsez Sardinia, e oa Afonso, ha breur ar roue Carlos Iañ Portugal .
Meur a wech e voe dileuriad e vreur roue e lezioù estren.

Jeneral rannarme e oa en arme Portugal, hag enseller-meur ar ganolierezh. Abalamour da se moarvat e voe kaset e 1895 d'an Indez, da gêr Goa, anvet da vesroue an Indez, da geñver un droiad-vrezel a reas en trevadennoù-hont. Berzh a reas eno hag anvet e voe Konestabl ar rouantelezh.

Palez[kemmañ]

O chom e oa e Palez Ajuda gant e vamm, goude marv e dad, ar roue Luis. E vreur, ar roue Carlos, ha war e lerc'h e niz, Manuel II, a oa o chom e Palez an Necessidades. Un den didro e oa, dizrouk, met paotr ar plijadurioù evel en arme, bambocher ha merc'hetaer un tamm.

Troet e oa gant ar c'hrirri-tan, hag unan eus bleinerien gentañ e vro e oa. Aozañ a reas ar c'hentañ redadegoù kirri-tan e Portugal.



Pomper[kemmañ]

Plijout a rae dezhañ reiñ skoazell da bomperien Ajuda, e-kichen e balez. Komandant a enor e oa e-touez pomperien Ajuda zoken.


Muntroù[kemmañ]

Klevout a reas e oa buhez ar roue Carlos Iañ, e vreur, en arvar bras gant iriennoù ar republikaned. Kustum e oa da zougen ur revolver, noz-deiz, da vezañ prest d'en em zifenn . Derc'hel a reas war e niz, Luís Filipe, d'ober kemend-all

E 1908 e voe muntret ar roue Carlos Iañ, war un dro gant e vab Luís Filipe, gant daou Republikan. Eil mab Carlos, Manuel II, a voe anvet da roue neuze, haga renas daou vloaz.

Harlu[kemmañ]

Pa voe distroadet e niz, ar roue Manuel II Portugal , diwezhañ roue Portugal, e 1910, ha savet Republik Portugal, ec'h eas d'an harlu gant e niz diroueet hag e vamm, ar rouanez Maria Pia, da Gibraltar. Goude ez eas gant e vamm da Italia ha bevañ a reas ganti e Torino. Goude he marv ez eas da Roma da chom, ha da Naplez goude.


Dimeziñ[kemmañ]

E deroù 1890 e oa da zimeziñ d'an arc'hdugez Marie Valerie Aostria met a-benn ar fin e nac'has-hi dimeziñ, abalamour da enebiezh he moereb, an arc'hdugez Maria Theresia Aostria, eus an Tiegezh Braganza, displijet gant brud troioù ar soudard .

Dimeziñ a reas e Madrid e 1917, seizh vloazh goude diskar ar rouantelezh, d'ar geodedourez stadunanat Nevada Stoody Hayes, ugent vloaz yaouankoc'h egetañ (met koshoc'h e ranke bezañ eget he oad ofisiel), bet dimezet teir gwech hag intañvezet div wech a-raok. Bugel ebet n'o doe.

Un darvoud politikel a bouez e oa an eured-se d'ar Bortugaliz a-du gant ar roue hag a oa en esper da welout Tiegezh Bragança oc'h adkemer ar gurunenn. E 1917 edo Manuel II o chom e Bro-Saoz gant e wreg , ar briñsez Auguste Viktoria von Hohenzollern , hag int divugel ivez abaoe pevar bloaz. Tud kostezenn ar roue a c'hortoze ur mab nec'het e oant dre ma ne deue ket, ha nec'hetoc'h c'hoazh e voent pa glevjont edo Afonso Henriques, eontr ar roue o vont da zimeziñ dur vaouez ne oa ket a renk, hag a oa brudet fall ouzhpenn.
En Portugal ne oa ket anavezet an dimezioù morganatek. Ne vern pe vugel da Afonso ha Nevada eta a c'halle bezañ an hêr d'ar gurunenn hervez ar gwir portugalat.

E varv[kemmañ]

Mervel a eure e 1920 e Naplez, ha kaset e voe e gorf e 1921 da b-Panteão dos Braganças, e-kichen Iliz São Vicente de Fora, e Lisboa.