Aeron (Hanternoz Kozh)

Eus Wikipedia

Aeron a oa anv ur vro en Hanternoz Kozh ar Vrezhoned, meneget gant ar varzhed Aneirin ha Taliesin. Hervez an istorourien e oa ar vro anvet Ayrshire hiziv e saozneg, e mervent Bro-Skos. Hervez un nebeud tud all a c'hallfe bezañ ur c'hornad arall, tost da briñselezh Elfed, abalamour d'ur stêr Aire a zo e Yorkshire.

Er varzhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-barzh Y Gododdin eo meneget Cynon fab Clydno gant an anv Aeron. Dileid Aeron ('difennour Aeron') a vez graet anezhañ, ha mont a eure gant gwazed Manaw Gododdin d'en em gannañ da Gatraeth. Anv zo er varzhoneg eus 'dau gadgi Aeron' (daou gi-argad Aeron) hag eus 'Cynddilig Aeron', dispis e ster.

Met Urien Rheged ivez zo meneget evel 'diffreidawc Aeron' ('difennour Aeron') en ur varzhoneg gant Taliesin, m'en gweler o vont da Aeron d'en em gannañ gant e enebour. Neuze e c'hallje Aeron bezañ bet ur rann eus Rheged en amzer Urien, pe ur vroig dizalc'h etre Rheged ha Strat Clut.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rachel Bromwich, 'Cynon fab Clydno', e-barzh Astudiaethau ar yr Hengerdd (Kerdiz, 1978)
  • Ifor Williams, Canu Taliesin, Kerdiz, 1960
  • John Davies ha tud all, Gwyddoniadur Cymru, Kerdiz 2008.