Aerborzh etrebroadel Brest-Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Emañ aerborzh etrebroadel Brest-Breizh (kod AITA : BES ; kod OACI : LFRB) war gumun Gwipavaz e Biz Brest. Muioc'h eget 770 000 beajour o deus tremenet drezhañ e 2006. Perc'hennet eo gant Rannvro Vreizh ha meret gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Brest.

Kammedoù kentañ an nijerezh e Brest[kemmañ]

E-kreiz an XIXvet kantved e rae ar breudeur Le Temple arnodoù evit lakaat ur arvink da nijal koulz ha e rae Jean-Marie Le Bris war-dro 1856 ha 1860 e Douarnenez ha [[Plonevez-Porze].
Hemañ en deus graet arnodoù e Brest war Boligon ar Morlu war-dro 1867.
E 1913 e nijas Saint-Pol Roux gant e nijerez a-us da Lennvor Vrest. E 1914 e tibradas eus Brest ar c'homandant Maurice Challe evit mont da bradañ e Pariz hag dont endro da Vrest e-bourz un nijerez Farman.

Nijva staunanat e 1917[kemmañ]

E 1917 e savas al Lu stadunanat daou sanailh evit goudoriñ aerlistri war blateiz Lanruz e Gwipavaz. Implij a reent ledennad dour Laninon evit o nijerezioù-neũnv.

Nijva evit an nijerezioù bihan[kemmañ]

War-dro 1930 e roas ar gouarnamant gall un aotre da implij an nijva evit nijerezhioù bihan.

Aerborzh Brest-Gwipavaz[kemmañ]

E 1937 e oe krouet aerborzh Brest-Gwipavaz dindan meradur da gortoz Kambr Kenwerzh ha Greanterezh.

Nijva brezel evit an Alamaned[kemmañ]

Ur strollad nijerezioù chaseal a zo staliet gant an Aerlu alaman. E 1945 e oe distrujet an dachenn-dibradañ.

Aerborzh bihan evit ar marac'hdourezhioù[kemmañ]

Goude ar brezel , n'eus ket mui a linennoù evit ar beajourien. Un nebeut marc'hadourezhioù gounezerezhel a zo kaset da Vreizh-Veur.

Aerlinenn war-du Enez-Eusa[kemmañ]

E 1995 eo bet roet lañs d'ul linenn evit kas tud ha marc'hadourezhioù da Enez-Eusa gant ar Compagnie bretonne aéronautique.

Aerlinenn veaj da Bariz[kemmañ]

E 1961 e oe digoret ul aerlinenn veaj etre Brest ha Pariz gant Air-Inter.

Labourioù evit gwellaat hag astenn an aerborzh[kemmañ]

  • Savadur an tour-kontrolliñ kentañ
  • 1986 - Aerogar nevez
  • 1992 - Hirraet eo bet an dachenn-dibradañ da 3 100 m
  • 1993 - Parlec'h evit ar fret
  • 1998 - Astenn an aergar
  • 2000 - Tour-kontrolliñ nevez
  • Diwezh 2007 - Digoradur an aerogar nevez (20 000 m2, gorread lieskementet 4 wech)

Aveadurioù[kemmañ]

  • 2 leurenn bradañ ha dibradañ, 3 100 m hed
  • Aergar gant 2 dreuzell
  • Wifi digoust
  • Letioù
  • Stalioù-kenwerzh

Linennoù[kemmañ]

12 termen-beaj war-eeun er C'hwec'hkorn ha en DOM-TOM[kemmañ]

  • Pariz Orly (pemdeziek)
  • Pariz Roissy (pemdeziek)
  • Enez-Eusa (pemdeziek)
  • Bourdel (pemdeziek)
  • Naoned
  • Lyon
  • Marsilha
  • Ajaccio
  • Nice
  • Toulon
  • Toulouse
  • Pointe-à-Pitre

23 termen-beaj da vaez-bro war-eeun[kemmañ]

  • Southampton
  • Londrez Luton
  • Exeter
  • Birmingham
  • Manchester
  • Budapest
  • Praha
  • Palermo
  • Aten
  • Pula
  • Split
  • Dubrovnik
  • Eivissa
  • Palma-de-Mallorca
  • Moskva
  • Sankt-Petersburg
  • Varna
  • Agadir
  • Marrakech
  • Djerba
  • Monastir
  • Antalya
  • Dakar
  • Teneriffe