Aelia Eudocia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pezh d'an impalaerez Aelia Eudocia
Skeudenn Atenais evel santez Eudocia. Ikonenn eus an Xvet kantved
An impalaer Teodosio II hag e bried Aelia Eudocia.

Aelia Eudocia (pe Eudokia, pe Eudoxia), pe Atenais hervez he gwir anv (war-dro 401-460), a oa impalaerez vizantat er Vvet kantved hag ur varzhez. Gwreg Theodosius II, impalaer ar reter, e oa.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa en Aten. Merc'h e oa d'ar sofour Leontius, ur pagan anezhañ, ha desket e voe ar verc'hig war al lennegezh hag ar retorik. Hervez a zo bet kontet, gant Malalas ha re all, e oa bet skrapet he feadra gant he breudeur mac'h eas da glemm d'al lez da Gergustentin. Sachet ganti evezh Pulcheria, c'hoar an impalaer Theodosius II, ha hi ober anezhi unan eus dimezelled al lez ha lakaat anezhi da briediñ d'he breur. Badezete voe, distaolet ganti hec'h anv pagan, evit bezañ Aelia Licinia Eudocia, ha dimeziñ d'an impalaer d'ar 7 a viz Mezheven , 421. Daou vloaz goude, ganethe merc'h Licinia Eudoxia, e voe roetdezhi an titl a Augusta. Ne viras ket droug ouzh he breudeur peogwir e reas ur c'honsul eus ar Valerius , a savas da vout gouarnour Trakia, hag ur prefed eus ar Gesius.
Istorourien eus an amzer a veneg kalz eus ar munudoù -se, nemet ger ne lavaront eus perzh Pulcheria en eured he breur. El lez e klaskas implij he levezon evit gwarezién koulz paganed evel yuzevien. Er bloavezhioù 438-439 e reas ur veaj-pirc'hirinañ da Jeruzalem ha distreiñ a reas gant relegoù prizius

Bugale[kemmañ]

Tri bugel a anaver da Eudocia ha Theodosius II :

Lennadurezh[kemmañ]