Aegidius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter


Ur jeneral roman a zifennas Galia betek e varv e 464 e oa Aegidius. N'eo ket anavezet bloaz e c'hanidigezh.

Dindan Avitus e servijas da gentañ kent bezañ anvet magister militum per Galliam (gouarnour milourel e Galia). Gant an impalaer Majorian e voe karget da adsevel an urzh e Galia lec'h m'o-doa an uhelidi nac'het d'e anavezout ha digoret Lugdunum d'ar Vurgonded. Gant harperien frank (a oa Childerik I o roue dija marteze) e adaloubas Lugdunum. Kann en deus bet ouzh ar Wizigoted e-kichen Arles hag o rediañ a reas da adliamm o emglev gant an Impalaeriezh Roman.

E 461 e lakaas ar Patris Rikimer Majorian d'ar marv ha Libius Severus a embannas da impalaer en e lec'h. Nac'hañ a reas Aegidius d'e anavezout ha da zidalc'h en em lakaas e norzh Galia. D'an hevelep amzer e adaloubas ar Vurgonded Ludgunum hag e droc'hañ deus ar peurrest eus an impalaeriezh a rejont.

Aet d'un doare tiern a vrezel e kendalc'has Aegidius da vellañ ouzh ar Wizigoted a faezhas e 463 hag, moarvat, ouzh ar Saksoned hag a zalc'hent Añje. Da virout un ennezad etre al Liger hag ar Som e teuas-eñ a-benn, moarvat gant skoazell ar c'hont Paol war al Liger hag ur penn-brezel brezhon bennak hag a zalc'he Bleaz.

E vab Syagrius a renas war e lerc'h betek ma voe faezhet gant Hlodwig e 486