Adelaid Bourgogn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Adelheid hag he fried Otto Iañ
Adelheid hag he fried Otto Iañ

Adelaid Bourgogn, pe Adelaid Italia, pe Adelaid an Impalaeriezh Santel, (Adelheid hervez doare an alamaneg), zo ur briñsez frank ganet en Orbe, e Suis (kanton Vaud) war-dro 931, ha marvet e Seltz en 999. Lakaet eo bet da santez, met seblantout a ra bezañ bet muioc'h a bouez politikel eget a bouez relijiel en hec'h amzer. Merc'h e oa da Rodolf II Bourgogn, roue Bourgogn, ha Berta Souab, a oa merc'h d'an dug Burchard II Souab.

[kemmañ] He buhez

Yaouank-flamm e oa pa voe dimezet da Lotar Arle, a oa roue Italia gant e dad, Huon Arle.

Hervez skridoù zo e vije bet dizenoret gant he zad-kaer « a-raok dezhi tizhout gwele e vab  ». Abred e varvas he fried, pistriet e vije bet en 950 gant Berengar II, markiz Ivrea, a gemeras kurunenn Italia neuze, hag a zalc'has Adelaid en e ser en desped dezhi. Prizoniadez e oa eta. Ha hi neuze da c'hervel d'he sikour roue ar C'hermaned, Otton Iañ, a zimezas dezhi en 951 hag a zistroadas Berengar.

Kurunennet e voe evel impalaerez war un dro gant he fried e miz C'hwevrer 962. Intañveziñ a reas e miz Mae 973, hag he mab Otton II a renas neuze. Dizemglev avat a oa etrezi hag he merc'heg Teofano Skleraina, ha kaset e voe da gaolmoc'ha gant he mab. Met pa varvas hennezh e miz Kerzu 983 e rankas en em glevout gant ar verc'h-kaer abalamour ma oa dalc'het he mab-bihan Otton III gant Herri Bavaria, lesanvet an Tabuter. Adalek marv Teofano e miz Mezheven 991 betek an deiz ma voe Otton en oad-gour e renas war an impalaeriezh.

Mervel a reas e 999, er bloaz ma teuas he mignon Gerbert d'Aurillac da vout pab, dindan an anv a Jelvestr II. Sikour a reas sevel meur a vanati, evel hini Seltz, e-lec'h ma echuas he buhez.

[kemmañ] Ar santez

Santez Adelheid Bourgogn
Santez Adelheid Bourgogn

Ur skoazell vras a roas d'an Iliz ha da sevenadur ar c'huzh-heol, dreist-holl da venec'h Cluny. Se zo kaoz moarvat eo bet anvet da santez ha lidet e vez d'ar 16 a viz Kerzu.