Adam hag Eva (Dürer)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Adam hag Eva, Albrecht Dürer, 1507.
Eoullivadur war banelloù.
Uhelder : 2,09 m, ledander : 80 ha 81 cm

Adam hag Eva a zo ur rumm eoullivadurioù war banelloù, livet gant an arzour alaman Albrecht Dürer, ha peurechuet gantañ e 1507, goude bezañ savet ur c'houevrengravadur war ar memes dodenn e 1504. Gwelout a reer e tennas gounid Dürer eus e veaj da Italia evit a sell ouzh an doare da daolenniñ tud. An div daolenn alaman gentañ da ziskouez tud en o noazh, hag a vent wirion, eo.

Miret e voe Adam hag Eva e Kastell Praha da gentañ, perc'hennet gant an impalaer Rudolf II. Preizhet e voe ar c'hastell e-pad ar Brezel Tregont Vloaz, ha neuze e voe perc'hennet an daolenn gant Gustav II Adolf Sveden. E verc'h, Kristina Sveden, a roas an oberenn da Fulup IV Spagn e 1654. E 1777 e kemennas ar roue Carlos III Spagn e vefe kuzhet an daolenn er Real Academia de Bellas Artes de San Fernando. Diwar 1827 e voe dalc'het e Mirdi ar Prado e Madrid, ha lakaet war ziskouez azalek 1833.