Adagio (Albinoni)

Eus Wikipedia

Adagio Albinoni, pe Adagio e sol minor evit kerdin hag ograoù, zo ur pezh sonerezh savet gant Remo Giazotto, lavaret gantañ e oa diazezet war un tamm eus ur Sonatenn e sol minor gant Tomaso Giovanni Albinoni a vije bet kavet e dismantroù Levraoueg kêr Dresden, en Alamagn, war-lerc'h bombezadeg ar Saozon ekerzh an eil brezel-bed. An embannadur kentañ anezhañ a voe graet e 1958.