Achille Devéria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Hugues-Bernard Maret
Franz Liszt da 21 bloaz
Napoleon

Achille Devéria (6 a viz C'hwevrer 1800 e Pariz - 23 a viz Kerzu 1857) a oa ul livour gall hag a zeskas gant Girodet-Trioson. Liesseurt eo ar pezh a livas : oberennoù relijiel ha re orgedus a voe savet gantañ. An hini kentañ hag a lakaas liv en e vaendresadennoù e voe.

Poltred Honoré de Balzac, e-tro 1825, roet da Achille Devéria

E 1830 e oa deuet Devéria da vezañ ur skeudennaouer brudet ha meur a vaendresadenn en doa laaket embann (da skouer skeudennoù diwar-benn Faust gant Goethe). Tresañ a reas ivez engravadurioù orgedus.

E 1849 e voe anvet rener rann an engravadurioù e levraoueg vroadel Bro-C'hall, ha kulator skoazeller e rann Egipt mirdi al Louvre. Dibenn e vuhez a gasas en Egipt, ma tresas hag adskrivas ar pezh a wele. E vreur, Eugène Devéria e anv, a oa livour ivez. A-gevret e rejont war-dro ur skol-arzoù.

Oberennoù skeudennaouet[kemmañ]

Sed un nebeud anezho

1826 - Jean de la Fontaine, Les Fables de La Fontaine. 1835 - Charles Perrault, Contes (Le Chat botté, Cendrillon). 1836 - Daniel Defoe, Robinson Crusoë. 1839 - Miguel Cervantès, Don Quichotte.


Liamm diavez[kemmañ]

Livadurioù orgedus[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.