Ac'hiroe
Eus Wikipedia
Ac'hiroe (Αχιρόη e gregach), pe Anc'hinoe hervez Apollodoros ,[1] a zo marteze ur fazi e-lec'h Anc'hiroe, a oa un naiadenn, e mojennoù Hellaz kozh.
Merc'h e oa da Neilos, doue-stêr an Nil. Dimeziñ a eure d'ar roue Belos ha mamm e voe d'e vibien Aegyptos ha Danaos, hag ivez, hervez skridoù zo, da g-Kefeüs, roue Etiopia, ha Fineas.[2]
Hervez ar scholiast on Lycophron,[3] he doe ur mab digant Ares , Sithon, ha hervez Hegesippus,[4] div verc'h, Pallenaea ha Rhoeteia, a voe savet div gêr en o anvioù.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Apollodoros, ii. 1. § 4
- ↑ http://www.theoi.com/Nymphe/NympheAnkhinoe.html
- ↑ Schol. Lycophr. 583 ha 1161
- ↑ Hegesippus, apud Stephanus of Byzantium s.v. Παλλήνη