Aber Alaw

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Aber ar stêr Alaw e Llanfachraeth.

Aber Alaw eo anv aber an Alaw, ur stêr en Enez Von e Kembre.

Mojenn[kemmañ]

Hervez ar Mabinogion eo eno e varvas ar rouanez Branwen gant ar glac'har war-lerc'h distruj Iwerzhon. Hi ha seizh den all a aochas e Talebolyon, ha pa welas div aod Iwerzhon ha Preden e voe rannet he c'halon dre ma kave dezhi e oa penn-kaoz d'an drouziwezh.

E Llanddeusant, war lez an Alaw, emañ ar c'harn anvet Bedd Branwen, bez ar rouanez. Ur peulvan zo c'hoazh en e sav. Furchet e voe war e dro e 1800, hag er bloavezhioù 1960 gant Frances Lynch, a gavas meur a jarlad ludu, eus deviñ korfoù tud.

Lennegezh saoznek[kemmañ]

Aberalaw eo anv ar gêr a faltazi e kreisteiz Kembre ma c'hoarvez istor ar romant "The Citadel" gant A.J. Cronin.