Abderrazak El Albani

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Abderrazak El Albani a zo un douarour, kelenner e skol-veur Poitiers. Kas a ra e labour glaskerezh da benn e skipailh HydrASA an ensavadur IC2MP, ur gevrenn glaskerezh eus skol-veur Poitiers hag ar CNRS.

E vuhez[kemmañ]

Ganet eo bet e Marrakech, ha studiet en deus e skol-veur Lille 1 e Bro-C'hall. Savet en deus un dezenn doktorelezh a zouarouriezh hag a zouargimiezh c'houelezennek er skol-veur-se e 1995. E-pad daou vloavezh (1996 ha 1998) en deus labouret e skol-veur Kiel en Alamagn. Embannet en deus meur a bennad skiantel diwar-benn an henendroioù, an douarvevoniezh hag an diagenezenn en diazadoù gouelezennek.

Anavezet eo dre m'en deus dizoloet ar fosiloù koshañ (2,1 miliard a vloazioù 'zo) eus organegoù lieskelligel e Gabon, ar pezh a roas ur sell nevez war orin an organegoù-se.