Abdelaziz Belc'hadem

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bet ganet e 1945 eo Abdelaziz Belc'hadem en arabeg عبد العزيز بلخادم ).


Da gentañ e oa kelenner e kronôg ar Aljeria. Ezel e oa eus Talbenn an Dieubidigezh Vroadel, kentoc'h eus tu an adreizhourien.


E 1977 e voe dilennet evel kannad hag e 1990 ez eas da brezidant Bodadeg ar Bobl hag ar Vroad. Skloazell a reas da gouarnamant Mouloud Hamrouche, lesanvet "Gorbatchov Aljeria".


Skarzhet e voe avat pa voe nullet an dilennadegoù bet gounezet gant Talbenn Islamek ar Silvidigezh. Gant kalon e klaskas gant tud all skoulmañ darempred gant islamisted evit kaout un emglev da vare ar brezel sivil.


Pa zeuas Abdelaziz Bouteflika da benn ar vro e voe galvet en-dro : da Vinistr an Aferioù Diavaez ez eas. Harp a reas da A. Boutefkila, disehan, ken ma voe anvet da Gentañ Ministr d'ar 24 Mae 2006.