Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rivinoù abati Lokmazhe hag an tour-tan
LokMazhe02.JPG

Abati Lokmazhe Penn-ar-Bed a oa un abati e Beg Lokmazhe, war douaroù kumun Plougonvelen hiziv. Un abati bras eo bet, met hiziv ne chom nemet rivinoù anezhañ.

Istor[kemmañ]

Hervez ar richenn e vije bet savet an abati kentañ eno er VIvet kantved gant sant Tangi, war douaroù en doa bet da hêrezh etre porzh Brest ha beg Lokmazhe. Dibabet en dije al lec’h digenvesañ a oa, dirak ar mor, war ur beg-douar.

Kavout a ra d’an istorourien e oa bet savet an abati, evit gwir, gant sant Tangi hag un nebeud menec’h all.

Ar rivinoù a weler bremañ war Beg Lokmazhe n’int ket re un abati eus ar VIvet kantved avat, hogen re ur manati savet gant Beneadiz en XIvet ha XIIvet kantved. Iliz an abati a voe savet etre 1157 ha 1208, ha kempennet er XIVvet ha XVvet kantved.

Hervez ur richenn all e oa bet degaset di korf sant Vazhev, en IXvet kantved, gant martoloded eus Breizh a oa bet war vor betek Ejipt. Un abati nevez a vije bet savet neuze da reiñ bod da relegoù ar sant.

Er XIVvet kantved e oa pinvidik an abati hag en-dro dezhañ e oa kresket ur gêr vihan, enni ouzhpenn 2 000 a annezidi. Taget e veze dibaouez gant morlaeron a bep seurt. Neuze e voe divizet gant ar venec’h lakaat sevel mogerioù-kreñv tro-dro. En ur skrid eus ar 25 a viz Mezheven 1332, gant an dug Yann III, e lenner e voe roet urzh da ziskar un dek ti bennak tro-dro d’an abati evit gallout sevel ar mogerioù-kreñv-se.

Mont a reas an abati da get, dre ziouer a venec’h, da vare an Dispac'h gall. Ha distrujet e voe ul lodenn eus ar savadur d’ar mare-se ivez.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Saint-Mathieu de Fine Terre, aktaoù kollok 1994, CRBC - Association des Amis de Saint-Mathieu, 1995

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.