Abaris Hyperboreos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Abaris Hyperboreos (Αβάρις Υπερβορέος, Abáris Hyperboréos, gant Platon) a oa un den a zo kaoz anezhañ e mojennoù Hellaz kozh, beleg da Apollon, en amzerioù a-raok brezel Troia, pe, hervez doareoù all, en amzer Pythagoras.

Skit pe Hyperborean e oa, beajiñ a rae dre Hellaz, ha brud en devoa en Aten dreist-holl. Digant Apollon en devoa bet ur saezh a nije ganti, hag ar galloud da ziouganañ. Brud en doa ivez da vout medisin.

En arz[kemmañ]

  • Meneget eo e anv er c'hoarigan les Boréades (1764), savet gant ar sonaozour Rameau. Beleg-meur Apollon eo Abaris, ha mab kuzh an doue. Karet eo gant ar rouanez Alfiza, a zo ret dezhi dimeziñ da unan eus mibien Boreas. Gant e saezh hud e vo trec'h dezho.