Guy Étienne

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Abanna)
Guy Étienne
Guy Étienne
Anv ofisiel Guy Étienne
Anv pluenn Abanna
Gwion Étienne
Gwion Steven
Obererezh Barzh
Geriadurour
Prederour
Yezhour
Ganedigezh d'an 18 a viz Gwengolo 1928
e Sant-Kareg, Breizh Breizh
Marv d'ar 6 Genver 2015
e Kastellin, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg, Galleg
Luskad lennegel Preder
Oberennoù pennañ
Geriadur ar bredelfennerezh
Geriadur ar vezekniezh
Krennlavarioù nevez an Ifern
Traoù ouzhpenn
Diazerc'h
Geriadur ar gorfadurezh
Geriadur ar mediaoù
Geriadur ar stlenneg
La Marie-Morgane gant Roparz Hemon (troidigezh e galleg)
Maen ar ya / La pierre du oui


Guy Étienne zo bet ganet e 1928, e Sant-Kareg (Breizh-Uhel), ha marvet d'ar 6 a viz Genver 2015 e Kastellin. Anavezet eo evit bout krouet ar gelaouenn Emsav hag an ti-embann Preder. Dindan e anv kefridiel, pe dindan meur a anv-bluenn evel Abanna, Gwion Steven pe Gi Étienne, e skrivas meur a bennad, a c'heriadur hag a varzhoneg. Edo e penn embannadur ar gelaouenn skiantel Lavar a zo he fal krouiñ nevezc'herioù hag emsoñjal a-zivout an arver anezho.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe e 1928 e Sant-Kareg, e Bro Sant-Brieg. Ur c'habiten a vor a oa e dad, hag e vamm a oa eus tu harzoù Kernev e-kostez Mur ha Sant-Vaeg[1].

Skoliataet eo bet e Sant-Brieg, c'hoant gantañ da vezañ moraer d'ar c'houlz-hont[2]. Bet eo bet e skolaj Sant-Charlez hag aet da Bariz evit studiañ ar vezegiezh[3]. Kregiñ a reas da studiañ ar brezhoneg d'an oad a ugent vloaz e kostez Pariz, gant Andreo ar Merser e Kêr-Vreiz hag all, hag e-doug stajoù KEAV e-men e reas anaoudegezh gant Abeozen pe Yeun ar Gow.

Neurobredvezeg eo bet eus e vicher : da gentañ e Bro-Berry ma reas anaoudegezh gant e wreg Gizella ha, da heul, evel rener klañvdi prevez Kerfriden - pe Klinikenn ar Stêr-Aon - e Kastellin eus 1957 betek 1995.

Guy Étienne zo tad da c'hwec'h bugel - Gwilhen, Genovefa, Iwan, Brenda, Gurvan hag Uriel[4] - a skoliataas e brezhoneg er gêr, d'ur c'houlz ne oad ket kustumet ken d'en ober.

Aet eo d'an Anaon, d'ar 6 a viz Genver 2015 e Kastellin, d'an oad a 86 vloaz, tapet ma oa gant ur c'hleñved abaoe deroù miz Kerzu 2014. E obidoù a voe e Kastellin d'an 10 a viz Genver 2015. Douaret eo bet d'an 12 a viz Genver e Sant-Kareg.

Obererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Abeozen, Guy Étienne en doa skrivet un teskad barzhonegoù e galleg a-raok dont da vout boas d'en ober e brezhoneg[5].

Da gentañ-holl e skrivas barzhonegoù brezhonek evit ar gelaouenn Al Liamm adalek 1953,[6] evel Eil pedenn evit gorreoù Nedeleg pe Trec'h ar barzh[7] Treiñ a reas un nebeud pennadoù a-ziwar yezhoù arall, ivez[8].

E 1959, kemer a reas perzh er gelaouenn bolitikel Ar Vro, a-gevret gant Pêr Denez ha Ronan Pennek.

Adalek 1960, kregiñ a reas da skrivañ pennadoù diwar-benn tonkad an Emsav hag ar politikerezh evel Eus an Emsav d'an emframm,[9] Ur gefridi bolitikel : diorren ar yezh resis[10] Eil tezenn vrezhonek ar c'hantved,[11] Lennegezh ha Dispac'h,[12] Ar paradozioù kollet[13] pe Preder e 1970[14] e-men e weler e oa deuriet gant diorren ar yezh arnevez hag ar c'hrouiñ-gerioù, a zo deuet da vout e dachenn bennañ a labour abaoe ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent.

Prederouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abanna e-kichen Abeozen e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 1959.

E 1958 e savas ar gelaouenn Preder ma voe kavet e brederiadennoù enni. E bennadoù a oa a-zivout ar yezh hag amzer da zont broadelouriezh Breizh en ur savboent stadel hag arnevez, pell diouzh pezh a rae «ledemsav» anezhañ, da lavarout eo ar vroadelouriezh vreizhat c'hallek klasel (Yann Fouéré, Olier Mordrel...).

E 1962 e savas ur strollad skol dre lizher, Strollad An Deskadurezh Eil Derez (SADED), gant Paol Kalvez, Youenn Olier ha Gwilherm Dubourg a oa he c'hefridi reiñ d'an dud un deskadurezh eil-derez evit stummañ begenn an Emsav a-fet Istor, gramadeg pe skiantoù.

Goude-se, e 1967, e savas ur framm politikel, Emsav Stadel Breizh (ESB), gant ar gelaouenn Emsav[15], a-gevret gant Paol Kalvez, Youenn Olier, Pêr Denez ha Goulven Pennaod. Er gelaouenn-se e klaske sevel ur brezhoneg a-live gant yezhoù pennañ ar bed. Tamm-ha-tamm e voe kuitaet ESB gant lod eus perzhidi ar gelaouenn n'edont ket a-du gant pennaennoù politikel Guy Étienne. Hennezh a zifenne galvedigezh Breizh da zont da vout ur Stad hervez kealiadurezh ar vroadelourion vreizhat, levezonet ma oa gant ur meni marksouriezh[16].

Abalamour d'an dispartioù etre Guy Étienne hag e genlabourerion (dreist-holl Youenn Olier ha Pêr Denez) ez eas ESB hag he c'helaouenn Emsav da get e 1978.

E-pad un amzerig ez embannas ur gelaouenn evit ar grennarded, Ar Gevnidenn, asambles gant e vugale Gwilhen ha Genovefa[17] e penn kentañ ar bloavezhioù naogont.

Ar geriadurour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Geriadur ar vezekniezh, Rann 6, Preder, 2012

Un nebeud eskemmoù-lizheroù etre Guy Étienne ha Roparz Hemon war dodenn an imbourc'hioù a-fet nevezc'herioù a gaved er c'helaouennoù Preder hag Emsav etre 1957 ha 1977[18]. Adalek an eskemmoù-se e teuas da soñj da Guy Étienne sevel ur gelaouenn hag a dolpje an eskemmoù a-fet gerioù en dije bet gant skrivagnerion vrezhonek arall ha, diwar-neuze, e krouas an heuliad studiadennoù a gaver er gelaouenn Lavar adalek 1966 betek hiziv-an-deiz. Gant Lavar e vez renablet an eskemmoù en deus bet Guy Étienne gant Roparz Hemon, Goulven Pennaod, Yann-Baol an Noalleg, Martial Ménard, Yann-Varc'h Thorel ha tud arall o deus kemeret perzh e KIS a zo ur gevredigezh gouestlet d'an imbourc'hioù war arver, ster ha termenadur ar ger-mañ-ger.

Dezhañ da vout skrivet pennadoù lennegel, politikel koulz ha yezhel e teuas da vout un arbennigour war ar geriaouiñ en ur zilezel al lennegezh hag ar politikerezh mui-pe-vui war-lerc'h marvedigezh e gelaouenn Emsav e 1978. Adalek 1979, en ur genderc'hel pezh a voe krog d'ober e pennadoù 'zo er gelaouenn Al Liamm e tolpas e labour war ul luskad sturyezhañ, a-gevret gant Goulven Pennaod, evel ma weler displeget fraezh er pennad Notennoù sturyezhouriezh[19]. E Preder eo e weler disoc'hoù an enklaskoù-se.

En deroù e oa Preder, ur rummad kaieroù savet diwar-benn skiantoù an den, ha da c’houde e troas da gelaouenn breder un emsav nevez. Peogwir e kav d'ar skipailh-embann ne oa ket resis a-walc'h na klok a-walc'h ar yezh henvoazel e sav gerioù nevez. Peurliesañ, al labour-geriaouiñ graet gant Guy Étienne zo ul labour hag a grou gerioù adalek gwriziennoù keltiek kavet en henvrezhoneg, er c'hrennvrezhoneg, er c'hembraeg pe er c'herneveureg en ur nac'hañ ober gant gerioù a orin latin pe gerioù etrebroadel.

Skrivet en deus geriadurioù bet ganet adalek an enklaskoù graet e niverennoù Lavar : Geriadur ar bredelfennerezh (1983), Geriadur ar stlenneg (1995), Geriadur ar gorfadurezh (1999), Geriadur ar vezekniezh (2007-bremañ). Peurliesañ e vez kavet teir yezh en e c'heriadurioù : Brezhoneg, Galleg ha Saozneg. Latin koulz hag Alamaneg a vez kavet ivez, a-wezhioù. Lod a skrivas gant e genlabourer Yann-Baol an Noalleg, unan eus atebeion an ti-embann Preder.

Levezonet-bras eo bet ar gevarzhe An Drouizig gant Geriadur ar Stlenneg Guy Étienne[20]. Al levezon-se a gaver e labourioù Martial Ménard evit sevel e c'heriadur divyezhek Dictionnaire français-breton[21], gant Tugdual Kalvez evit e c'heriadur Geriadur ar brederouriezh[22] pe gant skrivagnerion ar c'helaouennoù lennegel Aber (skrivet en deus Guy Étienne evit ar gelaouenn-se evel ar pennadoù GottFried Benn[23] pe Paul Celan[24]) ha Nidiad[25].

Ar barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un teskad barzhonegoù en deus embannet ivez : Diazerc’h (Preder, 1976), ha dastumadegoù evel Tri Barzh (Preder, 1978), Maen ar ya / La pierre du Oui (1989), Krennlavarioù nevez an Ifern (Preder, 2005). Peurvuiañ e skriv e varzhonegoù en ur brezhoneg resis ha diaes gant gerioù nevez. E savboent war al lennegezh zo hini un ezel a'r vegenn[26].

Gant e oberenn Maen ar ya / La pierre du Oui e oa krog da skrivañ barzhonegoù e galleg, dre levezon Paol Keineg a skriv dastumadennoù barzhonegoù liesyezhek[17].

Oberennoù barzhoniel arall a reas estreget barzhonegoù. Meur a droidigezh en deus savet ivez. Adskrivet ha troet en deus ar romant Mari Vorgan gant Roparz Hemon e galleg[27]. Meur a gounskrid a skrivas en enor Roparz Hemon e stumm barzhonegoù pe bennadoù : Pemp maen evit bez Roparz Hemon (pemp barzhoneg)[28] pe Gouelioù[29].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennlavarioù nevez an Ifern, Preder, 2005
  • Diazerc'h, Barzhonegoù ha skridoù all / ÉTIENNE Gi-ABANNA. - Preder, 1975. - 61 b.
  • Krennlavaroù nevez an ifern : Krennlavarioù an ifern ; - Froud ar vuhez ; - Raksantad ; - Mervel a ranker dre m'o anavezer ; - Araokaat ; - Pempet Marvnad (arroud) ; - Tier a Zanmark ; - An Hipopotam ; - Dic'hoanag ; - Kevreadur ; - Uheladeiladoù ; - A-zerc'h emaon ; - Gwener ar groaz (arroud) ; - Buhez ar Sent ; - Ar picheroù ; - An dinaou ; - Tenebrae ; - Salm / ÉTIENNE Gi-ABANNA ; NAN Liu (treser) ; BLAKE William ; HÖLDERLIN Friedrich ; RILKE Rainer Maria ; NOVOMESKY Laco ; ELIOT T. S. ; BENN Gottfried ; BECHER R. Johannes ; PLATH Sylvia ; LOUP Armande ; MIATLEV Adrian ; CELAN Paul. - Preder, 2005. - 189 f.
  • La Pierre du Oui / Maen ar Ya, barzhoniezh, divyezhek galleg-brezhoneg, / ÉTIENNE Gi-ABANNA ; AR BERR Alan-E.- Éditions de la Différence, 1989. - 221 b.

Geriadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geriadur a gorfadurezh, rann 1, 1960, Preder.
  • Geriadur a gorfadurezh, rann 2, 1961, Preder.
  • Geriadur a gorfadurezh, rann 3, 1963, Preder.
  • Geriadur ar Mediaoù, (Dictionnaire du cinéma et de la vidéo) gant Pascal Le Moal, 2000, Preder.
  • Geriadur ar Stlenneg (Dictionnaire de l'informatique en trois langues : français, anglais, breton), 1995, Preder.
  • Geriadur ar Bredelfennerezh e peder yezh : Galleg, alamaneg, Saozneg, Brezhoneg ( dictionnaire de Psychanalyse en quatre langues : Français, Allemand, anglais, Breton), Preder, 1983
  • Geriadur ar Gorfadurezh (Dictionnaire de l'anatomie conforme à la nomenclature internationale PNA en français, latin et breton), 1999, Preder.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 1, A - Auscultation, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2007. - pp. 1–160.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 2, Auscultation - Chaîne, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2008. - pp. 161–320.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 3, Chaîne - Déplétion, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2009. - pp. 321–480.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 4, Dépôt - Expressivité, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2010. pp. 481–640.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 5, Exsanguination - Homosexuel, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2011. - pp. 641–800.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 6, Homozygote - Lagophtalmie, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2012. - pp. 801–960.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 7, Lait - Miliaire, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2013. - pp. 961–1120.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 8, Miliaire - Ostéite, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2014. - pp. 1121–1280.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 9, Ostéoarthrite - Polyvalent, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2015. - pp. 1281–1440.
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 10, Polyviscéral - Récepteur, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2017. - pp. 1441–1600. (gant Yann-Baol an Noalleg)
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 11, Récepteur - Spectrine, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2020. - pp. 1601–1760. (gant Yann-Baol an Noalleg)
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 12, Spectographie - Tuberculine, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2021. - pp. 1761–1920. (gant Yann-Baol an Noalleg)
  • Geriadur ar Vezekniezh, Rann 13, Tuberculisation - Zymotique, Galleg-Saozneg-Brezhoneg, Preder, 2022. - pp. 1921–2050. (gant Yann-Baol an Noalleg)

Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un Hent hag un dremmwel- Tonkad Harki / Yann Mikael
  • Ar gwez el latar / Joëlle Kermoal ;
  • Ha brav e oa ar skolveur / Joëlle Kermoal ;
  • Ur sizhunvezh dispac'h / Yann Mikael ;
  • Roazhon bepred / Pierrette Kermoal ;
  • Pa save al loar / Pierrette Kermoal ;
  • Ar pezh a chom / Joëlle Kermoal ;
  • Kimiad d'ur c'hi / Yann Mikael. / KERMOAL Joëlle ; KERMOAL Pierrette ; MIKAEL Yann ; ETIENNE Gi-ABANNA (Préface de). - Preder, 1971. - 126 p.

Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Duyckaerts, Keal an emrenerezh psikologek, Emb. Preder, 1958.
  • Buytendijk, Moneadur an anevaled, Emb. Preder, 1958.
  • Hemon, La Marie-Morgane, 1981.

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwion Steven d'an oad a 39 bloaz

Diskan bugel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

«E-touez ar mein touch e nij va ene,
e-kreiz ar boudoù o klask en aner.
A c'hwi ar re vev e stouan dirazoc'h,

N'oc'h nemet heklev hag ez an pelloc'h.»[30]


Eus an emsav d'an emframm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

«Plediñ a ran dre vicher ha dre zudi, gant skourroù arnevez 'zo eus ar ouiziegezh, ha degouezhout a ra din lakaat o hentennoù da dalvezout, - dre stummadur, lod a lavaro dre zistummadur-spered, - pa vezan gant kudennoù hor broadelezh. Ha setu penaos eo ganet ar pennad-mañ. Va ratozh n'eo ket digeriñ chabistroù nevez en Istor pe er Skiantoù Politikel, hogen degas armoù nevez da'm c'henvroiz, ha da gentañ-penn armoù ar meiz, rak alouberezh he meiz eo gwashañ droug he deus bet da c'houzañv hor bro. A-raok kinnig va skrid avat, e pedin al lennerion da'm digareziñ; rak gouzout a ran e vo kavet diaes, daoust da'm youl bezañ atav eeun ha chom tostoc'h d'an darvoudoù eget d'an hollegiezhioù. Diaes e vez kavet atav hevelep studiennoù en abeg, n'eo ket d'o danvez, ken boutin ha tra, met d'o hentennoù disheñvel-krenn diouzh hentennoù ar skiant boas...»[31]


Ereoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved gant Frañsez Favereau, pajenn 172
  2. Gw. Ibid., pajenn 172
  3. Testenn lennet gant Mikael Coic da zeiz e obidoù.
  4. La révolution bretonne permanente, Ronan Caerleon, pajenn 93, ma ra anv ar skrivagner eus pemp bugel kentañ Guy Étienne.
  5. Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, 1957, Abeozen
  6. Al Liamm, niverenn 39
  7. Al Liamm, Niverenn 50, 1955
  8. Al Liamm, niverennoù 39, 47, 58...
  9. Al Liamm, niverenn 82, 1960
  10. Al Liamm, niverenn 124, 1967
  11. Al Liamm, niverenn 126, 1968
  12. Al Liamm, niverenn 135, 1969
  13. Al Liamm, niverenn 142, 1970
  14. Al Liamm, niverenn 144, 1970
  15. Gw. Holl niverennoù ar gelaouenn Emsav
  16. Lennegezh ar brezhoneg an XXvet kantved, Frañsez Favereau, pajenn 173
  17. 17,0 ha17,1 Gw. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, Frañsez Favereau, pajenn 175.
  18. Kavout a reer lod anezho e Lavar 08
  19. Al Liamm, niverenn 196, 1979
  20. Bout e c'haller e bellgargañ dre amañ : Geriadur ar Stlenneg
  21. "La partie scientifique des articles doit beaucoup au docteur Guy Étienne et à Yann-Baol an Noalleg, tous deux auteurs de dictionnaires spécialisés de médecine, d'informatique, de mathématiques, de physique, de chimie, d'économie, etc.J'ai bien entendu exploité la mine des éditions Preder auxquelles ils collaborent, et notamment la revue de néologie Lavar. Mais c'est aussi et surtout un long et riche échange épistolaire avec eux qui m'a permis de traiter des questions que mes seules connaissances ne me permettaient pas d'aborder» Dictionnaire Français-Breton, Martial Ménard, embannadurioù Palantines, 2012, pajenn 17.
  22. Meneget Emsav ha Preder el listennad levrioù arveret, pajennoù 18-19, Travaux d'Investigation et de Recherche, 2011.
  23. Aber, niverenn 8, 2002.
  24. Aber, niverenn 10, 2002.
  25. Trugarekadenn da Guy Étienne e kement niverenn eus Nidiad a zo bet etre miz Genver 2010 ha miz Here 2011 : niverennoù 1 da 8.
  26. «G. Étienne-Abanna a sav e vouezh a-du gant ur barzhoniañ a'r preder hag a'n empenn zoken, geriennoù rouez ha nevez e-leizh en e varzhonegoù, ha soñjennoù a gustum merat deomp ar prederour zo anezhañ, ar pezh a vez un harz evit tud ha n'int ket reizh war ar brederouriezh (alamant, dreist-holl), lakomp.» Frañsez Favereau, 1991
  27. La Marie-Morgane, 1981
  28. Al Liamm, niverenn 190
  29. Al Liamm, niverenn 143
  30. Diskan bugel, Al Liamm, niverenn 62, 1957
  31. Eus an emsav d'an emframm, Al Liamm, niverenn 82, pajenn 312