A belec'h e teuomp ? Petra omp ? Da belec'h emaomp o vont ?
Eus Wikipedia
| A belec'h e teuomp? Petra omp? Da belec'h emaomp o vont? |
| Paul Gauguin, 1897–1898 |
| Eoullivadur war lien, 139.1 × 374.6 cm |
| Mirdi an Arzoù kaer, Boston |
A belec'h e teuomp? Petra omp? Da belec'h emaomp o vont? zo un daolenn livet gant Paul Gauguin. Graet e voe e Tahiti en 1897–1898, ha war ziskouez emañ e Mirdi Arzoù-kaer Boston, e Massachusetts, e SUA. Ur mell taolenn eo, tost da 4 metrad ledander dezhi.
Istor [kemmañ]
Kuitaat Bro-C'hall a reas Gauguin en 1891 da vont da Dahiti, da glask ur gevredigezh eeunoc'h. Kregiñ a reas gant an daolenn e 1897 hag hec'h echuiñ e 1898. Dezhañ e oa e vestroberenn ha neinboent e vennozhiadeg. Kelc'h e vuhez a wele-eñ e-barzh.