A Canticle for Leibowitz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

A Canticle for Leibowitz (Ur C'hantik evit Leibowitz e brezhoneg) zo ur romant skiant-faltazi saoznek skrivet gant an Amerikan Walter M. Miller, Jr, embannet er Stadoù-Unanet e 1959 hag e Bro-C'hall e 1962.

Sellet e vez outañ evel unan eus pennoberennoù al lennegezh skiant-faltazi.

Savet eo ar romant diwar teir c'hontadenn embannet entre 1952 et 1957 er gelc'hgelaouenn SF « The Magazine of Fantasy and Science Fiction ». Diwar-benn istor Mab-Den en dazont goude ar brezel nukleel, ha ster ar relijion eo.

An istor[kemmañ]

E dibenn an XXvet kantved, goude ur brezel nukleel, e fellas d'an dud a oa chomet bev distruj an holl levrioù dre ma oant binvioù euzhus ar skiant he doa distrujet an denelezh. Isaac Leibowitz, a oa un ijinour, a savas un urzh menec'h da glask saveteiñ an oberennoù na oant ket bet distrujet.

Un toullad kantvedoù goude edo ar breur Francis, eus Urzh Leibowitz, o tizoleiñ relegoù hag a c'hallje reiñ tro d'ar skiant da vleuniañ en-dro.