8 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1486 : bodet eo Stadoù Breizh e Roazhon, diwar goulenn Frañsez II, dug Breizh.
- 1492 : kurunennet eo Anna Vreizh evel rouanez Bro-C'hall e penniliz Sant-Denez.
- 1867 : savidigezh Aostria-Hungaria.
- 1962 : nav den a zo lazhet gant ar polis en ur vanifestadeg a-enep an OAS, e Pariz (lazhadeg Charonne).
- 1977 : ar prezidant Valéry Giscard d’Estaing a gej ouzh pennoù an emsav sevenadurel breizhek e Ploermael, hag a ziskleir e vo sinet ur Garta sevenadurel etre ar Stad hag Rannvro Breizh.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1404 : Kustentin XI Palaeologus, impalaer diwezhañ Impalaeriezh Bizantion († (lazhet en emgann) 29 a viz Mae 1453 e Kergustentin (Turkia)).
- 1552 : Théodore Agrippa d'Aubigné skrivagner gall († 9 a viz Mae 1630).
- 1677 : Jacques Cassini, steredoniour gall († 1756).
- 1700 : Daniel Bernoulli, jedoniour suis.
- 1804 : Eugène Sue, skrivagner gall.
- 1828 : Jules Verne, skrivagner gall († 1905).
- 1834 : Dmitriy Mendeleyev, kimiour rusian († 1907).
- 1931 : James Dean, aktour amerikan († 1955).
Marvioù [kemmañ]
- 1725 : Pêr Iañ (Rusia), impalaer Rusia (° 9 a viz Mezheven 1672 e Moskov (Rusia)).
- 1849 : France Prešeren, barzh slovenek (° 3 a viz Kerzu 1800 e Vrba (Slovenia a-vremañ)).
- 1921 : Pyotr Kropotkin, anarkour rusian (° 1842).
- 1957 : John von Neumann (János Lajos Neumann), jedoniour ha stlennour hungarat (° 28 a viz Kerzu 1903).
- 1979 : Dennis Gabor, fizikour hungarat, tapet gantañ Priz Nobel ar fizik (° 5 a viz Mezheven 1900 e Budapest).
- 1998 : Halldór Kiljan Laxness (bet ganet Halldór Guðjónsson), skrivagner islandat, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1955 (° 23 a viz Ebrel 1902 e Reykjavík (Island)).
Lidoù [kemmañ]
- Sent an deiz e Breizh :
- sant Yagu, breur sant Gwennole (VIvet kantved-VIIvet kantved).
- sant Derrien, tiern, keneil da sant Neventer (IVe kantved).
- sant Fieg, eus Iwerzhon (VIIvet kantved).