4.48 Psychosis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

4.48 Psychosis a zo ur pezh-c'hoari bet skrivet gant ar c'hoarivaourez saoz Sarah Kane. Hec'h oberenn ziwezhañ e voe, ha c'hoariet e voe da gentañ erIt Royal Court Theatre d'an 23 a viz Even 2000, tost bloaz goude emlazh ar skirvagnerez. N'eus ket tudennoù er pezh, na titour ebet a-fet leurenniñ. Heñvel eo ouzh ur barzhoneg, evel ma oa Crave. Pa vez c'hoariet e cheñch kalz neuze, etre ur c'hoarier ha seizh anezho. Pa voe c'hoariet evit ar wech kentañ e oa tri aktor. Diazezet eo ar pezh war savboent un den a c'houzañv barradoù diwaskadennoù, evel ma c'houzañve Sarah Kane hec'h-unan. Diazezet eo ivez war prederiadennoù diwar-benn an emzistruj. Sarah Kane en em lazhas goude skrivañ ar pezh hag a-raok ma vefe leurenniet.

Hervez ar c'hoarivaour David Greig ez eo ur pezh poanius pa ouezer e voe skrivet gant un den a oueze e vefe c'hoariet goude e varv.[1] Burutellerien'zo a gavas diaes gwelout pe ziforc'h a oa etre ar pezh ha buhez Sarah Kane.[1]

Hervez Greig e teu titl ar pezh-c'hoari eus an eur ma tihune Sarah Kane pa veze tapet gant he barradoù diwaskadennoù.[1]

Dave d'ar pezh-c'hoari[kemmañ]

Ar strollad sonerien Tindersticks en deus savet ur ganaouenn anvet "4:48 Psychosis" en e drede pladenn (Waiting For The Moon). Komzoù ar ganaouenn a zo tammoù eus testenn ar pezh.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Greig, David. 2001. Introduction. Complete Plays by Sarah Kane. London: Methuen. ISBN 978-0413742605
  • Kane, Sarah. 2001. 4:48 Psychosis. In Complete Plays. London: Methuen, 2001. ISBN 978-0413742605
  • Ryan, Betsy Alayne. 1984. Gertrude Stein's Theatre of the Absolute. Theater and Dramatic Studies Ser., 21. Ann Arbor and London: UMI Research Press. ISBN 0835720217.

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 1,2 David Greig, digoradur Sarah Kane: Complete Plays, 2001

Liammoù diavaez[kemmañ]