3615 Usul

Eus Wikipedia
Usul er Japan party e 2013

Un abadenn vousfentus diwar-benn bed ar c'hoarioù video eo 3615 Usul. Kinniget eo gant Baptiste Penel, gantañ ar pseudonim Usul. Skignet e vez un abadenn etre 5 ha 10 munutenn bep sizhun war al lec'hienn Jeuxvideo.com abaoe miz Here 2011.

Mont-en-dro ar c'hronikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep sizhun e komz Usul hag e skipailh eus ur sujed a denn d'ar c'hoarioù-video gant fent. Rannet e vez an abadennoù gant komzadennoù Usul e-unan, sketchoù ha skeudennoù c'hoarioù-video.

Hogos bep gwech e vez deraouet an abadennoù gant Usul gant ar memes frazenn: « Hiziv emaomp d'ar Sul hag evel bep Sul » pe/ha « Evit gwir ez eus daou rumm a » hag echuiñ a ra gant ul lavarenn hag a denn da endalc'had an abadenn.

Diwezh an abadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skignet e voe an abadenn diwezhañ d'an 19 a viz Genver 2014. E-pad an abadenn-mañ voe tennet kuit ar skramm a-dreñv, ar framm skrivet 3615 warnañ hag all. Ur ganaouenn vousfent a voe kanet ha graet e oa bet ur jestr gant ar skipailh: "ur silzigad", ur jestr krouet gant Dieudonné, hag a rae reuz er mediaoù d'ar c'houlz-se.