2Cellos

Eus Wikipedia
2Cellos e Kalifornia, 2011
Stjepan Hauser a-gleiz, Luka Šulić a-zehou

2Cellos ("Div c'haolviolin" e saozneg) zo anezhañ un daouad gaolviolinourien savet gant Luka Šulić (ganet e Slovenia e 1987) ha Stjepan Hauser (ganet e Kroatia e 1986) daoust d'ar gevezerezh a veze a-wechoù etre an daou soner da geñver ar c’henstrivadegou sonerezh.
Daou albom o deus enrollet e ti Sony, ma sonont tonioù brudet pop music ha rock. Er bed a-bezh e veajont da seniñ ha dibabet eo bet o sonerezh er stirad skinwel Glee[1].

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luka Šulić, an hini yaouankañ, zo ganet e Maribor e Slovenia a vremañ ha Stjepan Hauser e Pula, e Kroatia. Er skol sonerezh klasel e kejjont an eil ouzh egile pa oant krennarded, e Kroatia.
L. Šulić a yeas da Akademiezh sonerezh Zagreb, ha da c’houde e studias e Wien en Aostria kent studiañ e Royal Academy e Londrez.
Goude bezañ peurechuet e studioù e Trinity College Londrez ez eas S. Hauser d’ar Royal Northern College of Music e Manchester.

An daouad zo deuet da vezañ brudet p’eo deuet e gentel eus Smooth Criminal Michael Jackson da vezañ un hit war YouTube, a zastumas ouzhpenn tri milion a weladennou en div sizhunvezh kentañ, ha betek tizhout un dek milion bennak a weladennou en holl[2].
Unan eus kamaladed S. Hauser, ur penn orkestra, a ginnigas dezho mont war-du marc’had ar pop music dre aozañ ar video Smooth Criminal. Er video emaint en ur sal gwenn-kann, kadoriou ruz a-leizh enni — nebeud a dra e gwirionez, dre ziouer a arc'hant.

Buhez vicherel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'haolviolin

En o albom kentañ, 2Cellos, embannet e 2011 e ti Sony, e klever tonioù a zo bet savet gant U2, Guns N' Roses, Nine Inch Nails, Sting, Coldplay, Nirvana, Muse, ha Kings of Leon. En eil albom, In2ition (2012), e son Dušan Kranjc an taboulinoù ganto en darn vuiañ eus an titloù.

Elton John a c'houlennas diganto dont da seniñ gantañ e lodenn gentañ e droiad sonadegoù er blez 2011, hag a grogas e Kerdiz 8 d’an viz Even 2011.
En eil albom e klever sonioù klasel, gant un nebeud souezadennoù pa zeu Elton John, Lang Lang, Naya Rivera, Steve Vai, Sky Ferreira, Zucchero. da ganañ ha da seniñ ganto. Gant Bob Ezrin e voe produet an albom-se.

Tonioù all a sonont, evel Highway to Hell (AC/DC), Clocks (Coldplay, Lang Lang), Supermassive Black Hole (Muse), Rivera – a zo ur stumm italian eus The Book of Love gant The Magnetic Fields gant an titl Il Libro Dell'Amore, pe c’hoazh Zucchero, Benedictus (Carl Jenkins) hag Oh Well gant Elton John.

E 2014 e kaved Thunderstruck (AC/DC) war YouTube, er video e weler 2Cellos o seniñ war ul leurenn varok dirak arvesterien gwisket cheuc’h diouzh giz an XVIIIvet kantved gant perukennou, livach-dremm ha dilad ar mare. Kregiñ ra ar sonadeg en un doare dousik, e stumm boas ar sonerezh klasel varok evel hini Antonio Vivaldi, ha tamm-ha-tamm ez a buanoc’h-buanañ betek tarzhañ e giz AC/DC gant an eil soner pa gendalc’h egile gant an doare klasel, hag en diwezh ne zisplij mui d’an arvesterienn selaou.
BaRock eo anv ar stil nevez-se, a voe brudet gant ar strollad metal Apocalyptica tro-dro d’ar blezadoù 2000. Un extrabuzz a reas ar video, gant ouzhpenn 10 milion a weladennoù en div sizhunvezh kentañ. L. Šulić a ziskulias d’ar Sydney Morning Herald : « kement-ha-kement e karomp AC/DC ha Bach ».
E 2015 e teuy er mez un trede albom, Celloverse, gant sonadegoù a-leizh er bed a-bezh.

Deuet e oa 2Cellos da seniñ e Gouel an Erer Kozh er bloaz 2014, ha berzh a rejont[3].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]