27 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1594 : Herri IV a zeu da vezañ roue Bro-C'hall.
- 1933 : tangwall er Reichstag, parlamant Alamagn e Berlin.
- 1976 : embannet eo ar Republik Demokratel Arab Sahrawi gant an Talbenn Polisario e Sahara ar C'hornôg nevez-kuitaet gant ar Spagnoled.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1736 : Reun Madeg, merdeer a Vreizh, nawab en Impalaeriezh vogol († 28 a viz Mezheven 1794 e Kemper).
- 1865 : Jacques Mieses, mestrc'hoarier echedoù alaman, e Leipzig .
- 1873 : Enrico Caruso, kaner italian († 1921).
- 1874 : Pêr ar Rouz, yezhoniour ha kelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon († 3 a viz Gwengolo 1975 e Parame).
- 1902 : John Steinbeck, skrivagner amerikan ha Priz Nobel al Lennegezh e 1962 († 20 a viz Kerzu 1968 e New York).
- 1910 : Genric'h Gasparyan, mestrc'hoarier echedoù armeniat († 27 a viz Kerzu 1995 e Yerevan (Armenia)).
- 1928 : Ariel Sharon, jeneral ha politikour israelian.
- 1932 : Elizabeth Taylor, aktourez amerikan.
- 1968 : Viviane Caels, mestrc'hoarierez echedoù belgiat.
- 1994 : Hou Yifan, mestrc'hoarierez echedoù sinaat.
Marvioù [kemmañ]
|
Delwenn James Joyce e Dublin
|
- 1854 : Félicité de Lamennais, beleg ha prederour a Vreizh (° 19 a viz Mezheven 1782 e Sant-Maloù).
- 1941 : James Joyce, skrivagner iwerzhonat (° 1882).
- 1945 : Isidore Odorico, mozaiker brudet (° 31 a viz Here 1893 e Roazhon).
- 1965 : Stan Laurel, aktour saoz (° 1890).
- 1989 : Konrad Lorenz, bevoniour ha loenoniour aostrian, ijiner an etologiezh (° 7 a viz Du 1903 e Vienna (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1990 : Alberto Giustolisi, mestrc’hoarier echedoù italian.
- 2012 : Armand Penverne, melldroadour ha gourdoner gall (° 26 a viz Du 1926 e Pont-Skorf).
Lidoù [kemmañ]
- Devezh ar vro er Republik Dominikan
- E Breizh: