22 C'hwevrer
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1495 : ar roue Charlez VIII a Vro-C'hall a erru e Naplez evit adpiaouiñ gwirioù e familh war Rouantelezh Naplez.
- 1819 : gwerzhet eo Florida gant Spagn d’ar Stadoù Unanet, e pemp milion a zollaroù.
- 1911 : distro Jarl Priel da Briel goude ma voe achu e amzer martolod er morlu gall.
- 1948 : taol-stad gant ar gomunourien e Tchekoslovakia.
- 1958 : sinadur an emglev unaniñ etre Ejipt ha Siria gant prezidanted an eil bro hag eben.
- 1997 : an dañvadez kentañ bet krouet dre ar c'hlonañ, Dolly hec'h anv. Gant ur skipailh skiantourien eus ar Bro-Skos eo bet kaset al labour dindan renerezh Ian Wilmut.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1732 : George Washington, prezidant kentañ Stadoù Unanet Amerika, († 14 a viz Kerzu 1799 e Mount Vernon (Stadoù Unanet)).
- 1788 : Arthur Schopenhauer, prederour alaman († 1860).
- 1840 : August Bebel, politikour alaman († 1913).
- 1857 :
- Heinrich Hertz, fizikour alaman († 1894).
- Robert Baden-Powell, saver emsav ar Skouted († 1941).
- 1864 : Jules Renard, skrivagner gall († 1910).
- 1887 : Savielly Tartakower, meurc'hoarier echedoù gall-poloniat.
- 1896 : Fañch Elies (Abeozen e anv-pluenn), yezhoniour ha skrivagner brezhonek († 3 a viz Even 1963 er Baol-Skoubleg).
- 1900 : Seán Ó Faoláin, skrivagner saoznek eus Iwerzhon († 1991).
- 1932 : Edward Moore "Ted" Kennedy, politikour amerikan († 25 a viz Eost 2009 e Hyannis Port (Stadoù Unanet)).
- 1943 : Horst Köhler, prezidant Alamagn etre 2004 ha 2010.
- 1959 : Mic'hail Gourevitch, mestrc'hoarier echedoù ukrainat, belgiat ha turk.
Marvioù [kemmañ]
- 1512 : Amerigo Vespucci, ergerzher italian (° 1454).
- 1913 : Ferdinand de Saussure, yezhoniour suis (° 1857).
- 1942 : Stefan Zweig, skrivagner aostrian (° 28 a viz Du 1881).
- 1966 : Yeun ar Gow, skrivagner (° 7 a viz Here 1897 e Pleiben).
- 1985 : Salvador Espriu, skrivagner katalanek (° 1913).
- 1987 : Andy Warhol, arzour amerikan (° 6 a viz Eost 1928 e Pittsburgh (Stadoù Unanet)).