1st Australian Task Force

Eus Wikipedia
Soudard Aostralian gant ur vindrailherez M-60 e-pad brezel Vietnam

1st Australian Task Force pe berraet en ATF kentañ a oa ur strollad stourm bet lakaet da vrezeliañ er su Vietnam e-kerzh brezel Vietnam. Soudarded Aostralia met ivez Zeland-nevez a zae d'ober ar strollad hag a stourmo etre ar bloavezhioù 1966 etrezek 1972. Kevredidi Amerika e oant en un talbenn enep-komunour. Ar c'hefridi bet roet d'ar strollad stourm-se a oa difenn proviñs Phuoc Tuy e-tal ar Viet Cong.

A-benn ar fin e vezo gwelet anezho o vont ledanoc'h evit o gefrifi diaz betek mont gant reiñ harp evit difenn proviñsioù all tro-dro da hini Phuoc Tuy.