Ürümqi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ürümqi (ئۈرۈمچى e ouigoureg, distaget [yrymˈʧi] ; 乌鲁木齐 e sinaeg eeunaet, 烏魯木齊 e sinaeg hengounel, Wūlǔmùqí e pinyin) eo kêr-benn rannvro emren Xinjiang e Republik Pobl Sina. Enni ez eus ouzhpenn 2 vilion a annezidi. Dont a ra an anv eus gerioù a dalvez “peurvan gaer”.

Betek n'eus ket pell e oa poblet gant Ouigoured dreist-holl, met abaoe dibenn an XXvet kantved e teu kalz a Sinaiz Han d'ober o annez e Xinjiang, ha dreist-holl en Ürümqi, ha bremañ e reont an darn-vuiañ eus annezidi kêr, e-kichen minorelezhioù ouigour, hui ha kazak, dreist-holl. Dre Ürümqi e tremene Hent ar seiz gwechall, ha bremañ c'hoazh ez eo ur greizenn genwerzhel a bouez evit Kreiz Azia.

Ar gêr vrasañ eo e kornôg Republik Pobl Sina. Bez' eo ivez unan eus kêrioù ar bed en em gav ar pellañ diouzh ar mor (war-hed ouzhpenn 2.500 kilometr emañ ar mor tostañ).

Betek 1954 e veze graet Díhuà (迪化) eus ar gêr-se. En-dro da Ürümqi e kaver gwiskadoù tireoul, karbon hag arc'hant. E-touez greanterezhioù kêr e c'haller menegiñ purerezhioù tireoul ha labouradegoù ma reer simant, gwiadoù ha mekanikoù evit al labour-douar.


Liammoù diavaez[kemmañ]




Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.