Íte ingen Chinn Fhalad

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Íte ingen Chinn Fhalad, lesanvet "Brigid of Munster", ha marvet war-dro 570 pe 577, anavezet ivez evel Ita, Ida pe Ides, a oa ul leanez ha santez iwerzhonat, maeronez Cluain Credhail (Killeedy). D'ar 15 a viz Genver e vez lidet.


Ganet eo er vro azo bremañ County Waterford. Pan eas da leanez ec'h eas da chom da g-Cluain Credhail, anavezet ivez evel Killeedy -- da lavarout eo "Iliz Santez Ita"-- e County Limerick. Eno e oa e penn ur gumuniezh merc'hed. Krediñ a reer e oa gante ur skol evit paotredigoù ma veze kelennet ar feiz kristen. En o zouez e vije bet Sant Brendan.