Álvaro Colom
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Álvaro Colom Caballeros a oa bet ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1951 e kêr c'h-Guatemala.
Prezidant Guatemala e vo adalek 2008 betek 2012.
War anv ar strollad UNE (Unidad Nacional de la Esperanza, strollad sokial-demokrat) e voe war ar renk e 2003 met trec'het e voe en eil tro gant Óscar Berger.
Un embregour eo.
Mab eo da Antonio Colom Argueta ha Yolanda Caballeros Ferraté. Hag un niz-bihan eo da Manuel Colom Argueta, bet maer Guatemala ha lazhet gant soudarded e 1979 kerkent ha krouet e strollad gantañ. Tad eo ivez da Antonio Colom Szarata, soner gitar-bout eus ar strollad pop Viento en Contra. Sandra Torres eo e drede gwreg.

