¿Quién será?

Eus Wikipedia

Quien será, pe gentoc'h "¿Quién será?", zo ur ganaouenn spagnolek, ur mambo savet gant ar saonaozourien vec'hikan Pablo Beltrán Ruiz ha Luis Demetrio[1] e 1953. Brudet ivez eo an doare saoznek anezhi, anvet Sway with me, pe Sway hepmui, skrivet gant Norman Gimbel, ha kanet gant Dean Martin adalek 1954, ha tud e-leizh d'e heul goude.

Spagnoleg ha saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dister eo ar ganaouenn spagnolek, ma c'houlenn ar c'haner "Piv e vo an hini am c'haro".
  • Hiroc'h eo ar c'homzoù saoznek, graet evit ur ganerez kentoc'h, hag a lavar pezh a sant pa zañs gant ar gwaz a gar.

Div ganaouenn disheñvel e gwirionez, met kement se ne viras ket ouzh kanerien zo, evel Rosemary Clooney, da ganañ an div mesk-ha-mesk.

2004 ha 2007[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 2004 e voe enrollet ar ganaouenn, anvet "Sway", gant al laz Stadunanadezed Pussycat Dolls evit ar film Shall We Dance?, ha roet brud gante d'ar ganaouenn adarre. Er bloaz goude e voe lakaet en o c'hentañ albom PCD (2005).
  • E 2007 e voe embannet ar ganaouenn gant Jennifer Lopez, en saozneg ha spagnoleg en hec'h albom Como Ama Una Mujer. Hennezh e oa an enrolladenn graet ganti e 2004 evit ar film Shall We Dance?, met en he lec'h e oa bet kemeret doare ar Pussycat Dolls.

Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Buhez Pablo Beltrán Ruiz hervez ar Sociedad de Autores y Compositores de México
  2. Kanet gorrek gant Diana Krall : [[1]].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]